Degemeret e vo hor rouedadoù DIWAN DIV YEZH BREIZH DIVASKELL KELENNOMP! gant un dileuriad eus ar Ministr

Emvod kelaouiñ :  Lun 4 a viz Gwengolo, 11e30, 3 straed Martenot e Roazhon

D’al Lun 4 a viz Gwengolo, e vo gwelet ar C’hentañ ministr, Elisabeth Borne, ha Ministr an Deskadurezh-Stad, Gabriel Attal, e Breizh, evit gweladenniñ ur skol bublik e penn kentañ ar mintinvezh e Sant-Jermen-an-Il ha komz diwar-benn ar gouiziegezhioù diazez. Mont a raint da c’houde war-dro 11e el lise Simone Veil e Liverieg.

Kerkent ha kelaouet o doa goulennet hor rouedadoù Diwan, Div Yezh Breizh (Kevredigezh tud skolidi evit ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg er skolioù publik), Divaskell Breizh (Kengevredigezh kerent ar skolidi e skolioù divyezhek katolik) ha Kelennomp ! (Kevredigezh ar gelennerien ha stummerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg) ur goulenn emgav boutin digwener noz da vinistr an Deskadurezh-Stad.

En distro-skol 2023 e vo an izelañ an niver a lec’hiadoù divyezhek publik nevez (n’eus nemet 4) abaoe un toullad bloavezhioù. N’eus ket bet un disoc’h ken fall abaoe 2015 hag ar c’hendivizadoù Stad-rannvro kentañ. Ne vez ket pourvezet gant an Deskadurezh-Stad ar postoù ret evit digeriñ klasoù nevez. Ret eo da Vreizh kaout ar memes stignadoù stummañ evit ar gelennerien er c’hentañ hag en eil derez hag en akademiezhioù all e Frañs.

Evit Diwan, n’eo ket deuet da wir c’hoazh ar c’henemglev arbennik Diwan-Stad-Rannvro, bet prometet e 2022, a zo ret evit derc’hel da ziorren rouedad Diwan. Niverus a chom ar skoilhoù : ar reolennoù evit digeriñ skolioù nevez, lezenn Gatel, ar gwir da respont e brezhoneg en arnodennoù. Kamm-digamm e chom ivez dastum ar forfedoù skol, an doare da gaout savadurioù pe da reneveziñ anezho.

An diouer a gelennerien en distro-skol 2023-2024 a zo noazus evit hentad divyezhek rouedad ar c’helenn katolik, harpet gant Divaskell Breizh, hag evit an diorren anezhañ.

Emaomp o paouez gouzout e vimp degemeret gant un dileuriad eus ar Ministr warc’hoazh vintin er prefeti. Ur wech c’hoazh ne fell ket d’ar gouarnamant degemer war-eeun dileuridi ar rouedadoù a gelenn e brezhoneg.

Un emvod kelaouiñ a vo dalc’het goude an emwel-se, da 11e30 dirak ar prefeti (3 straed Martenot, 35000 Roazhon).