Aozet e vo e Landelo er Presbital Kozh ur staj “Etre kelaouiñ, preder ha stourm” tro hor micherioù gant ar gevredigezh Kelennomp ! .
Eus an 31 a viz Meurzh adal 6 e noz betek ar Sadorn 1añ viz Ebrel , pemzektez araok vakañsoù an nevez-hañv !
Debret e vo war al lec’h ( galvet e vo un tineller) ha tu vo da gousket war al lec’h ( 20 pląs a zo) . Evit kelennerien, ha kelennerezed gant bugale e vo tu da aozañ un diwallerezh ( Adalek 3 bloaz, d’ar Sadorn 1añ a viz Ebrel , tutet e vo ur BAFA /DABU evit da nebeutañ 2 vugel )
DA GENTAÑ, Ar priz…
10 € + emezelañ d’ar gevredigezh Kelennomp ! evit ar bloavezh 2022/ 2023 ( 15 €)
GOUDE, Ar rak prograMm…
Gwener 31/03
- 6 e – 7 e noz: degemer : digor kalon / dizoleiñ al lec’h / Lech istorel e-keñver istor ar brezhoneg gant ar gevredigezh “Kan an Douar”
- 7 e – 8 e noz : Keleier Kelennomp ! Kinnigoù TES evit adskoulmañ al liammoù TES / kelennerion
- 8 e – 9 e noz : Pred
- 9 e- 10 e noz : Sonadeg GARLONN
Sadorn 01/04
- 8 e 30 – 9 e 30 : Lein
- 9 e 30 – 10 e 45 : Ofis ar brezhoneg, gant e rener : Fulup Jakez : penaos e vez rakreset ha digoret hentadoù divyezhek nevez, piv a ziviz petra , penaos e kerzh an divizoù etre ar Rannvro , an Ofis hag an Deskadurezh-Stad ( CALR / KAYR , “dispositif restreint de concertation”, “comité de suivi”…)
- 10 e 45 – 11 e 00 : troc’h (banne kafe)
- 11 e 00 – 12 e 00 : Labour enklask gant Catherine Adam ( enklaskerez ENSTA Breizh / CRBC) ( e galleg ) : “Des « bilingues scolaires » dans le paysage sociolinguistique breton ?”
- 12 e 15 – 1 e 30 gm : Prend
- 1 e 30 – 2 e 30 gm: Kinnig tezenn gant Gwenole Larvol, tezenn soutenet e miz Kerzu 2022 : “petramant e chomo yezh ar skol ” : broudañ adperc’hennañ ar yezh en hentadoù divyezhek ar skol gentañ
- 2 e 30 – 2 e 45 gm: troc’hig
- 2 e 45 – 3 e 45 gm : Labour enklask gant Gildas Grimault “Petra a lak al liseidi da vont e brezhoneg er skol dre soubidigezh”
- 3 e 45 – 4 e 00 gm : gêrig klozañ
HAR ERFIN Evit lakaat e anv !
👉 Amañ emañ ar furm enskrivañ da leuniañ araok ar 24 a viz Meurzh
⚠️ Evit aozañ un diwallerezh hor bo ezhomm kaout respontoù ar gwellañ an abretañ ( evit tutañ ur Bafa/ Dabu d’ar Sadorn 1añ a viz Ebrel )