Kemennadenn : Lizher da v/Ministr an Deskadurezh-Stad kensinet gant 21 kannad ha senedour ha gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell Breizh ha Kelennomp !

Amañ stag e kavot al lizher kaset da v/Ministr an Deskadurezh-Stadal sinet gant 21 kannad ha senedour breizhat (akademiezh Roazhon) hag ar c’hevredigezhioù Diwan (rouedad skolioù dre soubidigezh e brezhoneg), div yezh Breizh (kevredad kevredigezhioù kerent ar skolidi evit ar c’helenn brezhoneg er skol bublik), Divaskell Breizh (kevredad kevredigezhioù kerent ar skolidi evit ar c’helenn brezhoneg er skolioù katolik) ha Kelennomp! (kevredigezh ar gelennerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg).

Kejet hon doa hor rouedadoù kuzulierez sokial kabined Gabriel Attal d’ar 4 a viz Gwengolo. Ma oa dereat ar selaou, n’eus bet kavet disoc’h fetis ebet evit poent. Ne zouj ket ar Stad c’hoazh d’e engouestloù, en deus sinet  gant ar C’hendivizad  a-ratozh evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez 2022-20027, d’ar 15 a viz Meurzh 2022, e Roazhon  dirak ar C’hentañ Ministr, Jean Castex.

Evel-se, en distro-skol 2023 e stadomp un diouer a gelennerien divyezhek er c’helenn divyezhek biskoazh gwelet,  tra ma nac’h ar Stad d’ar gelennerezed stummet war ar brezhoneg ha chomet en akademiezhioù all, kelenn er c’hlasoù divyezhek-se eus Akademiezh Roazhon!

Trugarekaat a reomp holl gannaded ha senedourien, ne vern o liv politikel, o deus asantet kensinañ al lizher-se.

Kerse zo ganimp n’o deus ket bet c’hoant meur a gannad  da vont a-du gant an difrae unanet ha treuzpolitikel-se, o c’houlenn ma vo lakaet da dalvezout ur c’hendivizad sinet gant ar Stad hepken, war-lerc’h lezenn an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn ar yezhoù minorelaet  Frañs. Ur c’henemglev o ouestlañ d’an  nebeutañ aozioù evit mirout an niver a vrezhonegerien.