Poellgor akademiezh ar yezhoù rannvro (CALR/PAYR): bak ha breved e brezhoneg, disklêriadur a-stroll Diwan, Div Yezh, Dihun, Kelennomp!, SGEN-CFDT Breizh
Disklêriadur a-stroll lennet e penn kentañ emvod poellgor akademiezh ar yezhoù rannvro (CALR) d’al Lun 9 a viz Gouere 2018 e rektordi Akademiezh Roazhon. Kensinet eo bet an disklêriadur gant KELENNOMP! , DIWAN, DIV YEZH BREIZH, DIHUN BREIZH ha SGEN-CFDT BREIZH. « Gant an disklêriadur boutin-mañ hon eus c’hoant da ziskouez hor skoazell d’al liseidi Diwan o deus divizet tremen o amprouennoù matematikoù e brezhoneg ha d’ar skolajidi Diwan o deus tremenet an amprouennoù skiantoù ar vuhez hag an douar e brezhoneg. Mard eo bet reizhet o c’hopiennoù, n’eo bet priziet nemet al lodennoù e galleg ! Goulenn a reomp groñs ouzh an Deskadurezh Stad…
