Da-heul Emgavioù-Rannvro ar brezhoneg e miz Here 2016 eo bet dalc’het kont gant ar rannvro eus goulennoù ha kinnigoù ’zo bet graet gant ar berzhidi :
- Kaset e vo da benn un enklask sokioyezhoniel war ar vrezhonegerien, benveg da ziazezañ ar politikerezh-yezh da-zont. Graet e vo en diskar-amzer 2017 (disoc’hoù da vezañ embannet en nevez-amzer 2018). Lañset eo al traoù, a-hervez.
- Savet e vo koulzadoù brudañ evit broudañ an dud da zeskiñ ar yezh, hag ivez evit broudañ an implij eus ar yezh.
Sachet eo bet evezh ar Rannvro e-kerzh an emvod war intrudu DASEN ar Mor-Bihan a-fet aozañ diorren ar saozneg er skolioù-amm, evezhiek e vo ar Rannvro evit ma ne vefe ket graet gaou ouzh ar c’helenn divyezhek gant kement-se.
Goulennet eo bet gant ar Rannvro digant ar Stad evit ma vefe lakaet e pleustr ha ledanaet un tañva d’ar brezhoneg er c’hlasoù unyezhek. Klasket e vo gant ar Rannvro reiñ ur skoazell arc’hant brasoc’h evit se, evel ma ra en departamant Penn-ar-Bed, ma vez moaien.
Evezhiadennoù a zo bet graet gant perzhidi ’zo o keñveriañ palioù an emglev Stad-Rannvro gant ar pezh a zo e rannvroioù all, izeloc’h e Breizh war a seblant evit ar re a zo embannet gant emglevioù Stad-Rannvro all (skouerioù Korsika, Elzas, Euskadi…). Respont ar Rannvro : diaes eo en em geñveriañ gant ar broioù all : ar gevrat-se a zo diouzh stad an traoù e Breizh hag ez eo gwelloc’h evel se gant palioù a c’heller tizhout evit ma vije embannet palioù uheloc’h dibosubl da dizhout evel en Elzas da skouer ma ne deuont ket a-benn da dizhout o falioù.
Nec’het eo Ofis ar Brezhoneg gant doare diorren ar c’helenn divyezhek e Breizh, hag an dibab da glask stankañ an toulloù, an takadoù ma n’eus ket a skolioù brezhonek. Poellekoc’h e vefe hervez an Ofis klask uhelaat dregantad ar vugale o teskiñ brezhoneg e kornadoù ’zo ma vez ar yezh ar birvidikañ, da lakaat ar yezh da vezañ yezh ar gevredigezh en-dro en takadoù-se, reiñ tu da ziorren dudioù, ur gwir vuhez e brezhoneg evit ar vugale e-maez ar skolioù… evit se e vefe gwelloc’h tolpañ ar vrezhonegerien yaouank kentoc’h evit strewiñ anezhe dre Vreizh a-bezh.
Hervez ar SNES eo gwelloc’h derc’hel gant un diorren hollek, harpet war kartenn ar poloù, da vezañ liammet gant politikerezh rannvroel an treuzdougen. Goulenn a reont ivez ma vefe krouet kartenn an opsion diwar skouer kartenn ar skolioù brezhoneg, hag a vefe meret gant an akademiezh.
Eskemmet a zo bet ivez war kalite ar yezh treuzkaset, stummadur ar skolaerien ha kelennerien, hag a vo da vezañ uhelaet. A-du eo an holl evit ma vefe prederiet war ar poent-mañ, ha ma vefe lakaet er gevrat nevez a grogo adalek 2020.
Goulennet e vo gant ar Rannvro an aotre da vont war-du ar soubidigezh en hentennoù divyezhek er skolioù-mamm, evel ma vez graet evit an Euskareg da skouer.
Ar c’helc’hlizher embannet er BO e miz ebrel a vefe ur renabl eus ar pezh a zo e pleustr er rannvroioù kentoc’h evit un aotre da vont pelloc’h. An destenn-se a zo dindan al lezennoù a-fet galloud, ha dindan ar c’hevrad Stad-Rannvro ivez. Evit skouer an aotre da aozañ kentelioù brezhoneg LV2 er skolajoù, ne vefe ket un dra nevez, war a seblant e vefe bet eus se e lec’hioù ’zo e Breizh endeo. Evit se eo ret ma vefe kinniget ha votet gant kuzul-merañ ar skolajoù.