Lodenn ouzhpennet d’an 30 a viz Mezheven :
Da heul diferad an 12 a viz Mezheven o chañch niver ar postoù kinniget d’ar genstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù (KTKS), eo bet kresket niver a bostoù evit ar genstrivadeg ispisial evit ar brezhoneg evit Akademiezh Roazhon. Tremen a ra eus 30 da 43 post evit ar genstrivadeg diavaez ha deus 2 da 5 post evit ar genstrivadeg ispisial diabarzh. Tremen a ra niver a nostoù evit ar gentstrivadeg unyezhek eus 138 post da 187 ivez.
Emañ feur ar postoù divyezhek o tremen da 18,7 % bremañ ! En ur lakaat a-barzh niver ar postoù diabarzh eo tizhet pal ar c’henemglev Stad-Rannvro evit treuzkas yezhoù Breizh…
Amañ an daolenn hizivaet diwar-benn endroadur niver a bostoù er genstrivadeg ispisial abaoe 2005.
————-
Pennad a orin eus ar 27 a viz Mae 2020 :
Er c’hendivizad stag ouzh ar gevrat steuñv Stad-Rannvro war an divyezhegezh sinet e miz Du 2015 anvet “Kendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez- Emglev dazont evit Breizh” e oa skrivet p 7 a-fed engouestl ar Stad evit an niver a bostoù kinniget er genstrivadeg publik evit ar skolaerien (CRPE), prantad 2015- 2020 :
“l’’objectif est de disposer de 15 % de postes bilingues parmi les postes ouverts au concours dès 2016 et d’aller au seuil de 20 % dans les meilleurs délais, en fonction des besoins de l’Académie et en veillant à respecter la qualité attendue du recrutement” .
Ne zoujo ket rektor nevez Akademiezh Roazhon Emmanuel Ethis ouzh sinadur ar Stad evit dibenn ar c’henemglev Stad-Rannvro 2015-2020.
Ma ya gwelloc’h an traoù evit ar blez paset e-keñver gouarnerezh ar rektorez Armande Le Pellec Muller e 2019 (da lenn ar pennad amañ) e vanko dimp 4 post evit 2020 c’hoazh.
30 post zo bet lakaet er genstrivadeg ispisial publik diabarzh pa oa gortozet 34 post ( 17,9 % eus ar postoù) evit tizhout ar pal lakaet da 20 % eus ar postoù kinniget en akademiezh Roazhon evit postoù divyezhek e dibenn ar c’henemglev Stad-Rannvro. Sellet ouzh ar grafik dindan. Kavout a rit ivez endroadur niver a bostoù abaoe 2005 en teul-mañ.