Kavout a reot stag ur patrom lizher evit nac’hañ stummadurioù anvet “steredegoù” (mod “recours gracieux”) ma ne vez ket dalc’het kont eus ar brezhoneg.
Da vezañ kaset d’an enseller.ez pastell-vro, eilenn d’an enseller.ezlizher nac_hañ steredeg Brezhoneg hag un eilenn da g/KELENNOMP evit heuliañ an traoù.
Diazezet al lizher war daou zra , ar c’helch lizher bet embannet e miz Kerzu 2021 war ar c’helenn yezhoù rannvro (goude al lezenn “Molac” votet e miz Mae 2021) hag ivez war ar c’henemeglev bet sinet e miz Meurzh 2022 “Kendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez (2022-2027)”
E-barzh an c’hendivizad eo bet stadet e-keñver stummadur dibaouez ar skolaerien (publik, kentañ derez) (mellad A30) : “L’académie veillera à développer les heures de formation continue dédiées aux spécificités de l’enseignement bilingue, aux mathématiques en langue bretonne, à l’articulation entre les langues française, bretonne et LVE. Il s’agira de répondre aux besoins de formation attendus des enseignants et d’obtenir une meilleure qualité de l’enseignement bilingue”
Kavout a reot ul lizher patrrom all evit labourat war ur raktres war amzer an abadennoù pedagogel pastell-vro (12 eurvezh). Met dav eo en em glevet war ur raktres fetis a c’hellfe bezañ bezañ embannet gant TES (Emañ TES o klask raktresoù da vezañ embannet . Emañ TES o labourat war ur gensavenn web evit pourveziñ muioc’h a zafar pedagogel hag un den a vo tutet get arc’hant ar Rannvro evit labourat war ar raktres).
#constellation #constellations #formation #français #mathématiques #animations #circonscription #circonscriptions