Dilennadegoù kannaded 2024 : ur goulenn hepken d’an dud war ar renk

Kemennadenn d’ar Mediaoù 

Ar strollad  “Evit Ma Vevomp Hor Yezhoù” en deus kaset d’an holl gannaded ha d’an dud war ar renk er strolladoù pennañ pe ar c’henemglevioù (Talbenn ar pobl nevez, Asambles, Ar Republikaned) e Breizh, e Korsika, Bro Euskadi, Okitania, Elzas, Katalonia un teul da c’hervel anezho diwar-benn stad ar yezhoù rannvro e Frañs (s.o. an teul staget). 

Divizet en deus ar strollad, a-hend-all, chom hep kas an teul-se d’an dud war ar renk ha d’ar gannaded a zeu eus an tu-dehoù pellañ. 

Ennañ ez eus frammoù kevredigezhel hag a ziskouez liesseurted obererien ar yezhoù rannvroel en tiriadoù ma vez komzet ur yezh vinorel.  Bodañ a ra frammoù eus an deskadurezh publik hag ar c’hevredigezhioù, hag ivez eus ar metoù sevenadurel evit an okitaneg, an euskareg, ar brezhoneg, an euskareg, ar c’horseg, an elzaseg … 

 Kinniget e oa dezho respont d’ar goulenn nemetañ amañ, dre ur c’houlennaoueg enlinenn : 

“Ma’z oc’h dilennet, ha prometiñ a rit labourat evit adwelet ar Vonreizh a-benn gouestlañ implij ha treuzkas ar yezhoù rannvro e Frañs ?”.

Kavout a reot amañ an 38 respont (Talbenn ar bobl nevez, Asambles, Ar Republikaned) dre zepartamant ha dre bastell-vro gant o evezhiadennoù a c’hallfe bezañ, hag ur stlenngrafenn eus ar respontoù.