Aotreegezh Kelennerezh ar Skolioù (LPE) divyezhek : ul lizher soumonañ dre alvokad kaset d’ar Ministrerezh ha d’ar Rektorelezh
Kefridiet eo bet ar c’habined alvokaded Coudray eus Roazhon, arbennigour war ar gwir foran evit kas ul lizher soumonañ da Vinistr an Deskadurezh-Stad ha da Rektorez Akademiezh Roazhon, o c’houlenn diganto lakaat da dalvezout diouzhtu aotreegezhioù kelennerezh ar skolioù divyezhek (SLD/ LPE). An diferad eus an 9 a viz Gwengolo 2025 a laka war-sav framm broadel Aotreegezh Kelennerezh ar Skolioù (LPE) o tiazezañ ur stummadur nevez hag a gemero plas, war verr dermen, an aotreegezhioù hentad prientiñ da gelennerezh ar skolioù (PPPE). E pep hini eus an 22 rannvro akademek e Frañs e oa bet krouet un aotreegezh PPPE e…
