Raktres lezenn war ar yezhoù rannvro 08/04/21 : galvit ho kannad korn-bro !
D’an 8 a viz Ebrel e vo votet evit ar raktres lezenn war hor yezhoù https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/15/dossiers/protection_patrimoniale_langues_regionales?etape=15-SN1 goude ma oa bet votet ur wezh kentañ er vodadenn vroadel bloaz zo. Lamet e oa bet enni kement mellad a denne d’an deskadurezh dindan ali an “aotrou” ministr Blanquer. Tremenet e oa bet er Sened e miz Kerzu 2020 e-lec’h ma oa bet votet en-dro 3 mellad a-bouez evit aesaat deskiñ hor yezhoù er skolioù : paeiñ ar forfedoù skol evit ar skolioù kevredigezhel evel DIWAN, gellet kelenn hor yezhoù dre soubidigezh en Deskadurezh-Stad, deskiñ brezhoneg war euriadoù kustum an amzer-skol e-giz e Korsika…
