Pouezañ a-stroll war ar Sened evit ar forfed-skol
A-benn nebeut e labouro ar senedourien war danvez lezenn Blanquer “skol ar fiziañs”. Asantet e oa bet gant ar Stad heuliañ alioù ar CTAP, bodad kumunioù Breizh, diwar-benn pevare abeg ar forfed-skol, ar pevare “degouezh disdalc’hus” a redio ar c’humunioù da baeañ ar forfed-skol evit ar vugale a ya da gumunioù all evit bezañ skoliataet e brezhoneg, goude ma oa bet korbellet gant ar bodad broadel. Prometet e oa bet neuze ma vefe ouzhpennet pa dremeno al lezenn er Sened. Met skarzhet eo bet en-dro e-pad an emvodoù prientiñ er Sened nevez zo. Kensinet eo bet ul lizher gant Diwan,…