Kemennadenn d’ar gazetennerien : Ar rouedadoù kelenn e brezhoneg degemeret gant ar guzulierez e karg eus ar yezhoù rannvro e Kabined Ministr an Deskadurezh-Stad
Roazhon, d’ar 04/09/2023 Da-geñver donedigezh Ministr an Deskadurezh-Stad, Gabriel Attal e Roazhon, d’al Lun 4 a viz Gwengolo e Breizh, hor peder rouedad Diwan, Div Yezh Breizh (Kevredigezh tud skolidi evit ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg er skolioù publik), Divaskell Breizh (Kengevredigezh kerent ar skolidi e skolioù divyezhek katolik) ha Kelennomp ! zo bet degemeret gant ar ar guzulierez nevez e karg eus ar yezhoù rannvro e kabined Gabriel Attal, an it. Tchou-Conraux. An dalc’h pennañ eo an doujañs a vo kemeret gant ar Stad d’e engouestloù, sinet gantañ ar C’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho…
