Kemennadenn d’ar Mediaoù (Diwan, Div Yezh, Divaskell, Kelennomp, Kevre Breizh) : stad mallus ar brezhoneg !
Kelc’hlizher Ministerezh an Deskadurezh Stad diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvro, diviz war heñchañ ar budjed gant ar Rannvro da “greñvaat ar strivoù evit yezhoù Breizh”, emglev Stad-Rannvro : degouezhioù krennus a-benn an daou viz a zeu e-keñver stad mallus ar brezhoneg ! E-giz m’en doa kemennet ar c’hentañ ministr d’ar 15 a viz Gwengolo kent, goude mennad disfiz diouzh al lezenn Molac dirak kuzul ar vonreizh e oa bet embannet d’ar 16 a viz Kerzu er Gazetenn Ofisiel ur c’helc’hlizher nevez diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvro e Bro Frañs, goude ul labour a-stroll etre Ministrerezh an deskadurezh stad, an…
